close
Mont d’an endalc’had

Maschinengewehr 42

Eus Wikipedia
(Adkaset eus MG42)
Maschinengewehr 42
BERJAYA

Ur vindrailherez Maschinengewehr 42
Kinnig
Bro Trede Reich Trede Reich
Doare Mindrailherez yenaet dre aer
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munision 7,92 × 57 mm Mauser
Produerien Großfuß AG
Mauser Werke AG
Wilhelm Gustloff Stiftung
Steyr-Daimler-Puch
MAGET (Maschinenbau und Gerätebau GmbH, Berlin-Tegel)
Mare produiñ 1942-1945
Niver produet 423.600
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 11,6 kg
Hirder 1 220 mm
Hirder ar c'hanol 530 mm

Tizh mont e-maez ar boledoù 740 m/s
Lusk-tennañ teorikel 1200 tenn/mn
Lusk-tennañ pleustrek 153 tenn/mn
Endalc'h Gouriz 50 pe 250 kartouchenn pe karger ront 50 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Ar Maschinengewehr 42 anvet ivez gant he berradur MG 42 ("M" evit Maschinen ha "G" evit Gewehr, da lavaret eo mindrailherez) a zo ur vindrailherez kambret e 7,92 × 57 mm Mauser hag ijinet gant Werner Gruner. Mindrailherez pennañ ar Wehrmacht e voe e eil hanter an Eil Brezel-bed.

E deroù an Eil Brezel-bed e veze implijet mindrailherezioù MG 34 gant soudarded an Trede Reich dreist-holl. Ker e oa da broduiñ ha kalz danvez a oa ezhomm evit en ober. Adalek 1942 e voe produet an MG 42 dre goagañ. Marc'hadmatoc'h e oa. Uhel-kenañ e oa he lusk-tennañ (war-dro 1.200 tenn/mn hervez an doare kartouchennoù implijet). He zrouz ispisial a oa aezet da anavezout war an tachennoù-emgann. Ne gemeras ket plas an MG 34 penn-da-benn : chom a reas a-sav he froduiñ e 1945, met aweniñ a reas kalz mindrailherezioù produet goude ar brezel[1].

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 256
BERJAYA  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan BERJAYA