close
Mont d’an endalc’had

DP-27/DP-28

Eus Wikipedia
Fuzuilh-vindrailher DP
BERJAYA Ur fuzuilh-vindrailher DP-28
Kinnig
Bro BERJAYA URSS
Mont en-dro Fuzuilh-vindrailher
Mont en-dro Tennata dre amprest gazoù, piston hir e red
Munision 7,62 × 54 mm R
Mare implij Adalek 1927
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 9,12 kg
Hirder 1 290 mm
Hirder ar c'hanol 605 mm

Lusk-tennañ 600 tenn/mn
Tizh ar boledoù V0 840 m/s
Endalc'h Karger ront 47 kartouchenn
Adstummoù DP-27, DP-28, DA, DT, DPM, DTM, RP-46
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An DP-27 pe DP-28 hervez hec'h adstumm (rusianeg : Пулемёт Дегтярёвa Пехотный, romanekadur : Pulemyot Degtyaryova Pekhotny, brezhoneg : mindrailherez troadegiezh Degtyaryov) pe Degtyaryov a reer eus ur fuzuilh-vindrailher[1] kambret evit kartouchennoù 7,62 × 54 mm R hag a oa bet implijet da gentañ gant Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel.

Istor ha mont en-dro

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E dibenn brezel diabarzh Rusia e chome gant an Arme Ruz kozh mindrailherezioù PM M1910 nemetken. Goulennet e voe gant an ijinour Vasiliy Degtyaryov sevel ur vindrailherez skañv pe ur fuzuilh-vindrailher aes da zougen war an dachenn-emgann.

Arnodet e voe an DP-27 a ginnigas e 1927 ha degemeret e voe er servij da vat e 1928. Ur fuzuilh-vindrailher yenaet dre aer eo. Brudet e oa evit bezañ fiziapl ha solut. Div vindrailherez a voe deveret anezhi : an DA (Degtiaryova Aviatsionniy, Дегтярёва авиационный), evit bezañ savet war nijerezed, hag an DT (Degtiareva Tankoviy, Дегтярёва танковый)[2], a voe lakaet war an tankoù T-28, BT-7, KV-1, T-60, T-34, T-70 hag IS-2[3]. Stummoù modernizaet (DPM, DTM) a voe gwellaet e dibenn ar brezel a-drugarez da skiant-prenet an arme ruz war an dachenn. Ur stumm diwezhañ, an RP-46, a voe produet goude ar brezel[2].

Kemeret e voe he flas e fin ar bloavezhioù 1950[1] gant an RPD e arme URSS, met implijet e vez c'hoazh e armeoù 'zo eus broadoù bet soviedel.

  1. 1 2 (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 250
  2. 1 2 (en) POPENKER Maxim, Degtyarov DP DPM RP-46, Modern Firearms (lennet d'ar 16/03/2026)
  3. (fr) FOSS Christopher F., Chars de la 2e Guerre mondiale, PML Éditions, 1994, ISBN 2-87628-896-6, p. 96-119
BERJAYA  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan BERJAYA