close
Mont d’an endalc’had

Mongolia

Eus Wikipedia
''Монгол улс
Mongol uls''

Mongolia
Banniel Mongolia Skoed-ardamez Mongolia
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Bügd Nairamdakh Mongol
Lec'hiadur Mongolia
Lec'hiadur Mongolia
Kêr-benn Oulaanbaatar
Yezh(où) ofisiel mongoleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Ukhnaagiin Khürelsükh
 - Kentañ ministr Gombojavyn Zandanshatar
Gorread
 - Hollad 1 564 116 km²
 - Dour (%) 0,6
Poblañs
 - istimadur 2006 2 994 100 ()
 - Stankter 1,7/km²
Moneiz tögrög (MNT)
Gwerzhid-eur (UTC)
Kod kenrouedad .mn
Kod pellgomz +976

Mongolia zo ur vro eus Azia, en hanternoz da Republik Pobl Sina hag er c’hreisteiz da Rusia. N'eus ket harzoù eeun etre Mongolia ha Kazakstan met ne gaver nemet 36.76 kilometrad etrezo. Oulaanbaatar eo kêr-benn ar vro, ha bodañ a ra an hanter eus ar boblañs.

Tost da 30% eus ar boblañs a zo kantread, sevenadur ar c'hezeg a zo bev mat c'hoazh. Darn eus an dud a zo boudaiz anezho.

E 1206 e voe diazezet an Impalaeriezh Vongol gant Tchingiz C'han.

Er XVIvet kantved e voe gounezet ar vro ouzh feiz an voudaegezh tibetan. Staget e voe ar vro ouzh Sina gant an tierniezh Qing.

Dizalc'hiezh ar vro a voe disklêriet e 1911 ha goude un dispac'h e voe dizalc'h ar vro diouzh Sina da vat e 1921. Met dont a reas da vezañ ur stad amheuliat eus an Unvaniezh Soviedel e 1924 pa voe krouet Republik Poblel Mongolia.

E 1989 e voe un dispac'h enep-komunour hag e deroù ar bloavezhioù 1990 e yeas Mongolia da gaout ur vonreizh nevez e 1992, ur sistem liesstrolladek hag un ekonomiezh varc'had.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]