close
Mont d’an endalc’had

Emgann Sadowa

Eus Wikipedia
Emgann Sadowa
Tamm eus Brezel etre Prusia hag Aostria
BERJAYA
An emgann taolennet gant Georg Bleibtreu (1869).
Maread 3 a viz Gouere 1866
Lec'h Königgrätz
(Hradec Králové, Banniel Tchekia Tchekia hiziv an deiz)
Disoc'h Trec'h Prusia
Kresk levezon Prusia war ar bed alamanek e-lec'h Aostria
Emgannerien
BERJAYA Rouantelezh PrusiaBERJAYA Impalaeriezh Aostria
Pennoù-brezel
BERJAYA Gwilherm Iañ
BERJAYA Helmuth Karl Bernhard von Moltke
BERJAYA Friedrich Karl von Preußen
BERJAYA Frederig III Alamagn
BERJAYA Karl Eberhard Herwarth von Bittenfeld
BERJAYA Ludwig von Benedek
BERJAYA Albert Iañ von Sachsen
Niver a emgannerien
220.984Etre 206.000 ha 215.000
Kolloù
9.172 den lazhet, gloazet pe aet diwar-welAostria :
31.000 - 43.000 den lazhet, gloazet, prizoniet pe aet diwar-wel
Sachsen :
1.501 Sakson lazhet, gloazet pe aet diwar-wel

Emgann Sadowa, anvet emgann Königgrätz ivez, a c'hoarvezas d'an 3 a viz Gouere 1866 e-kichen kêr Hradec Králové (Tchekia hiziv an deiz), etre an Elbe hag ar Bystřice. Emgann pouezusañ ar brezel etre Prusia hag Aostria e voe, pa zeuas ar Brusianed renet gant Helmuth von Moltke a-benn da gelc'hiañ ha da vezañ trec'h war an arme aostrian, en ur lazhañ tost 6.000 soudard hag en ur brizoniañ ouzhpenn 22.000 anezho. Diwar atiz Otto von Bismarck koulskoude, ar Brusianed ne glaskjont ket heuliañ an arme aostrian evit peurzistruj anezhi goude an emgann, kement-mañ evit gellet sinañ ar peoc'h buanoc'h ha chom hep taoler impalaeriezhioù Bro-C'hall ha Rusia er jeu. Implij an hentoù-houarn evit kas an arme d'an talbenn buan, ha fuzuilhoù Dreyse ar Brusianed, dezhe ul lusk-tennañ uhel evit ar mare, a voe e-touez an elfennoù a sikouras anezhe da drec'hiñ.

Kelennet e vez an emgann-mañ c'hoazh, er skolioù milourel evit e berzhioù strategel ha taktikel, koulz ha gant istorourien : a-drugarez da emgann Sadowa e voe kreñvaet galloud Gwilherm Iañ ha Rouantelezh Prusia en Europa. Kengevread Hanternoz Alamagn a voe savet e plas ar C'hengevread alaman.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (de) Frank Zimmer, Bismarcks Kampf gegen Kaiser Franz Joseph. Königgrätz und seine Folgen, Styria, 1996
  • (de) Frank Becker, "Getrennt marschieren, vereint schlagen" Königgrätz, 3. Juli 1866, e Stig Förster : Schlachten der Weltgeschichte. Von Salamis bis Sinai, 2004, S. 216-229
  • (en) MITCHELL Joseph, Twenty decisive battles of the world, Konecky & Konecky, 2004, 365 p., ISBN 978-1-568-52458-0