close
Mont d’an endalc’had

Samieg an Norzh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Samieg an norzh)
Samieg an norzh
(Davvisámegiella)
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh
An tolead 5 eo hini samieg an Norzh

An tolead 5 eo hini samieg an Norzh
Perzhioù
Komzet e : Norvegia, Sveden, Finland
Rannved : Norzh Europa
Komzet gant : ~25 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù ouralek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Enontekiö, Inari, Sodankylä hag Utsjoki e Finland
Akademiezh : Ruovttueatnan gielaid dutkanguovddáš
Urzh ar gerioù : SVO
Kodoù ar yezh
ISO 639-1se
ISO 639-2sme
ISO 639-3sme
Kod SILLPR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh samiek eo samieg an norzh pe sámi an Norzh (sámegiella, davvisámegiella) eus familh ar yezhoù finnek-ougrek komzet gant 15 000-25 000 den e hanternoz Norvegia, Sveden ha Finland.

Ar yezh samiek muiañ komzet an hini eo.

Isrannet e vez e teir rannyezh pennañ :

* Rannyezh Torne
* Rannyezh Finnmark
* Rannyezh an arvor

Skrivet e vez en un doare unvan gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn :

A/a, Á/á, B/b, C/c, Č/č, D/d, Ð/đ, E/e, F/f, G/g, H/h, I/i, J/j, K/k, L/l, M/m, N/n, Ŋ/ŋ, O/o, P/p, R/r, S/s, Š/š, T/t, Ŧ/ŧ, U/u, V/v, Z/z, Ž/ž.

Ur yezh daspegel gant kalz a zispegadurioù eo samieg an Norzh, ur yezh hag he deus meur a fed yezhadur boutin gant ar yezhoù ouralek all. Emdroet-kenañ eo ivez war-zu morfologiezh ar c'hendeuziñ hag an displegañ, evel an estoneg a zo kar a-bell dezhañ. Dre se, n'eo ket gant lostgerioù hepken eo merket ar morfemennoù, met ivez gant kemmoù morfofonologel ar wrizienn. E-touez ar c'hemmoù morfofonologel ez eo reizhiad an derez kensonenn an hini pouezusañ hag an hini kempleshañ.

7 troad a zo e samieg an Norzh en unander, daoust m'eo heñvel furmoù ar genitiv hag an akuzativ, ha dre se e vez lavaret gant lod n'eus ket 'met 6 troad :

Heñvel eo furm an esiv (merker: -n) en unander hag el liester, da skouer : mánnán (evel bugel/evel bugale).

Tri niver a zo d'ar raganvioù-gour : unander ; daouder ha liester. En daolenn amañ-dindan emañ ar raganvioù-gour en nominativ hag er genitiv/akuzativ.

  brezhoneg nominativ brezhoneg genitiv
Kentañ gour (unander)memunmamu
Eil gour (unander)tedondadu
Trede gour (unander)eñ, hisone, hesu
Kentañ gour (daouder)ni (hon-daou)moaihol, hon, hormunno
Eil gour (daouder)c'hwi (ho-taou)doaihodudno
Trede gour (daouder)int (o-daou)soaiosudno
Kentañ gour (liester)nimiihol, hon, hormin
Eil gour (liester)c'hwidiihodin
Trede gour (liester)intsiiosin

En daolenn da-heul e tispleger ar raganv-gour eñ/hi (ne vez ket lakaet kemm etre ar reizhoù) en holl droadoù :

  Unander Daouder Liester
Nominativsonsoaisii
Genitiv-Akuzativsusudnosin
Lokativsussudnossis
Illativsutnjesudnuidesidjiide
Komitativsuinnasudnuinsinguin
Esivsuninsudnonsinin

Displeget e vez ar verboù samiek evit tri gour :

  • kentañ gour
  • eil gour
  • trede gour

Pevar doare a zo e samieg an Norzh :

Displeget e vez ar verboù samiek evit tri niver :

Daou amzer eeun a vez implijet e samieg an Norzh :

ha daou amzer kevrennek :

Evel ar yezhoù samieg all, ar finneg hag an estoneg en deus samieg an Norzh ur verb nac'h a vez displeget hervez an doare (doare-disklêriañ, doare-gourc'hemenn, doare-divizout ha doare-gallout), ar gour (1añ, 2l ha 3e) hag an niver (unander, daouder ha liester).

Doare-disklêriañ   Doare-gourc'hemenn Doare-divizout    Doare-gallout
u . d. l.   u. d. l. u. d. l.   u. d. l.      
1 in ean eat  1 -  -  -  1 allon allu allot  1 aman amame amamet
2 it eahppi ehpet 2 ale alli allet 2 ale alli allet  2 amat amade amadet
3 ii eaba eai  3 -  -  -  3 allos alloska alloset 3 amas amaska amaset

Ne vez ket displeget ar verb nac'h-se hervez an amzer.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]