Morganez
Ur vorganez, pe morwreg, zo un tudenn mojennel, hanter vaouez (lodenn grec'h) hanter besk (lodenn draoñ). A-wechoù e vez liammet ar morganez gant darvoudoù dañjerus evel ar barradoù-amzer, peñseoù listri ha beuziñ. Darn zo drouk, hag a glask beuziñ tud, re all dizrouk. E hengounioù pobl all (pe a-wechoù e-barzh ar memes hengounioù) e c'hellont bezañ madelezhus, o reiñ madoù pe o kouezhañ e karantez gant an dud. Lod a vag karantez ouzh martoloded yaouank.
Kavet e vez ar morganez e mojennoù meur a sevenadur dre ar bed, en o zouez Europa, Amerika Latin, Azia hag Afrika.
Morganez ha siren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sirened meneget en Odysseia n'int ket "morwragez", pa n'int ket hanter besked ha pa ne vevont ket er mor. Ar re-se a oa hanter merc'hed ha hanter evned: n'int bet taolennet evel morganezed nemet pell war-lerc'h. (Daveoù a vank)
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hans Christian Andersen, Den lille havfrue ("Ar Vorganezig"), 1837 ; bet troet e brezhoneg gant Roparz Hemon, Plac’hig vihan ar mor, Gwalarn 12, 1928, skeudennaouet gant Loik.
Kanaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Son ar vorganezig (Daveoù a vank)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Fisherman and the Syren, gant Frederic Leighton, c. 1856–1858
- Havfrue, de Elisabeth Jerichau Baumann (1873)
- The Mermaid, gant Howard Pyle (1910)
- The Mermaid and the Satyr, gant Ferdinand Leeke (1917)
- Mermaids, gant Jean Francis Aubertin (circa 1920)
- Korf-eskern. Mousfent, e Mirdi Broadel Kobenhaven.

