close
Mont d’an endalc’had

Kure

Eus Wikipedia
Kure
Catholic vocation, karg
Iskevrennad eusbeleg katolik Kemmañ
Dezverket drepaotr Kemmañ
Stumm benel an dikedennvicaire, Kuratin, كاهنة رعية Kemmañ
Stumm gourel an dikedennكاهن رعية Kemmañ

Ar c'hure (diwar al latin curatus) eo ar beleg katolik a zo lakaet en ur barrez gant an eskob evit skoazellañ ar person (cf. kanonioù 545-552 eus Lezenn ar gwir kanonel). Er parrezioù bras e veze gwechall meur a gure, pe kureed-skolaerien.

Kavet e vez ar ger curad e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra gant curate. Ar yezhoù latin a implij gerioù deveret eus ger vicarius : vicaire (paroissial) e galleg, vicario (parrocchiale) en italianeg, vicario (parroquial) e spagnoleg, vigário (paroquial) e portugaleg (gwelet ivez Pfarrvikar en alamaneg)[1].

El lennegezh vrezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kure Brelevenez a oa bet lazhet c'hwec'h gwezh : titl ur gontadenn hag a voe dastumet e 1869 e Plûned gant Fañch an Uhel (Kontadennoù ar Bobl, teirvet levrenn, Al Liamm, 1988 ha niv. 29-30 Yod-Kerc'h).

  1. Arabat kemmeskañ ar ger-se kure gant ar ger vikel, da lavaret skoazeller an eskob : vikel-vras evit an eskopti a-bezh, vikel-barner evit an ofisialded, vikel-eskob (pe vikeled-eskob) evit ul lodenn eus an eskopti, pe lod eus an aferioù (vicaire épiscopal e galleg).
BERJAYA
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.