close
Mont d’an endalc’had

Gwener (doueez)

Eus Wikipedia
Gwener
BERJAYA
doueelezh roman, fertility deity, Doueez
Rann eusDii Consentes Kemmañ
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Anv er yezh orinVenus Kemmañ
PriedVulkan Kemmañ
BugelFormido, Kupidon Kemmañ
Azeulet gantrelijion Henroma Kemmañ
Present in workTannhäuser Kemmañ
EpithetVenus Felix Kemmañ
Subject lexemeL287420 Kemmañ

*Diwar-benn an doueez roman eo ar pennad-mañ. Diwar-benn an doueez hellazat sellout ouzh Afrodite.

BERJAYA
Darn eus Ganedigezh Gwener gant William Adolphe Bouguereau
BERJAYA
Gwener dirak he melezour, gant Peter Paul Rubens war-dro 1615

Gwener a oa doueez ar gened hag ar garantez e relijion ar Romaned kozh. Tennañ a ra da Afrodite an Hellened ha da d-Turan an Etrusked.

He far a gaver e relijionoù all :

Istor ur vojenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa un doueez italek dister a-walc'h, a ziwalle al liorzhoù, strujusaat ar bleunioù ha dareviñ ar plant. N'eo nemet adalek an IIvet kantved kent JK e voe kemmesket gant Afrodite Hellaz, hag e voe roet dezhi perzhioù an doueez hellazat. Goude-se e teuas da vezañ brudet e Roma.

Er Iañ kantved, pa lavare Julius Caesar e tiskenne e diegezh, ar "gens Julia", eus Eneas, mab da Anchise ha da Wener, e voe reoliet gantañ lidoù-azeuliñ e "c'hourvamm". Neuze eo e voe gouestlet miz Ebrel d'an doueez, abalamour ma oa koulz dihun an natur, hag ivez, a-hervez, hini ar garantez.

Gant ar Romaned e oa anavezet dindan an anv Venus ha dont a ra an anv Gwener eus tro-c'henel latin Venus, a zo Veneris. Kevatal e oa Venus, pe Gwener, da Afrodite ar C’hresianed kozh.

  • Gwener anadiomene a vez graet anezhi en oberennoù arzel m'he gweler en he noazh o tont e-maez an dour.


Merc’h e oa da Yaou ha da Zione. Dimezet e oa da Vulcanus.


BERJAYA
Meurzh ha Gwener, Agostino Carracci

E-touez he bugale:


Karantezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
BERJAYA
Ganedigezh Gwener livet gant Sandro Botticelli en 1485.

Karet he deus doueed ha tud kenkoulz all.

Rediet e voe gant he zad Yaou da zimeziñ gant Vulkan, an doue tort ha divalav.

Oberennoù arzel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelout:

250
250

Gwener anadiomene, murlivadur e Pompei, gant Apelles (a greder), kollet abaoe. Tapet e oa bet ar skeudenn a-raok an distruj.

BERJAYA
Gwener Anadiomene, gant Tizian (war-dro 1525)
BERJAYA
Gwener rus, gant Kustodiev .
BERJAYA
Gwener Willendorf
  • Graet e vez an anv Venus (peurvuiañ), pe Gwener (a-wechoù) eus
    • ur gaer a blac'h
    • un delwenn gwreg dianav, ragistorel alies, ne vern pe neuz a ve dezhi.
  • Ar ger binim a deu eus ar ger gallek venin, a deu eus an anv Venus.
  • Roet he deus hec’h anv d’an deiz — devezh gouestlet dezhi, ha d’ar blanedenn.

Poltredoù maouezed en Gwener

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.