FN Browning Group
An FN Browning Group, bet anvet Herstal Group betek 2024[1], zo ur strollad embregerezhioù armoù-tan ha munisionoù diaezet e Liège (Belgia). Perc'hennet eo gant Rannvro Wallonia. Burevioù en deus er Stadoù-Unanet, Kanada, Finland, Bro-C'hall, Rouantelezh-Unanet, Spagn, Portugal, Italia ha Japan ivez. E 1889 e voe krouet.
Rannet eo etre daou dakad kenwerzhel : ur rann « Difenn ha surentez », evit pourveziañ an armeoù hag an nerzhioù polis, hag ur rann « Chaseal ha sportoù tennañ » evit an dudi[2]. Gwerzhañ a ra ar merkoù FN, Browning ha Winchester. Lodennoù eus an embregerezh japanat Miroku en deus ivez. E miz Gwengolo 2025, ar strollad en deus prenet an embregerezh munisionoù gall Sofisport[3]. E miz Mae 2026 en deus prenet an embregerezh saoz Accuracy International, hag a zo arbennikaet war ar fuzuilhoù-resisted[4].
Kengreadur ar strollad a oa 908 milion a euroioù e 2023, ennañ ouzhpenn 500 milion gant ar rann Difenn ha Surentez, ha 400 milion gant an hini Chaseal ha Sportoù tennañ[5]. 3 000 den a laboure evit an FN Browning Group e 2025[6].
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en)(fr) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Matthew MOSS, Herstal Group Rebrands As FN Browning Group, The Firearm Blog, 12/07/2024 (lennet d'an 01/06/2026)
- ↑ (en) About the Fn Browning Group, war lec'hienn ar strollad (lennet d'an 01/06/2026)
- ↑ (fr) Jean-Pierre STROOBANTS, Le belge FNBG achète Sofisport, l’un des leaders mondiaux dans la fabrication de cartouches', Le Monde, 01/10/2025 (lennet d'an 01/06/2026)
- ↑ (en) Matthew MOSS, FN Acquires Accuracy International, The Firearm Blog, 28/05/2026 (lennet d'an 01/06/2026)
- ↑ (fr) Un bénéfice net record en 2023 pour le groupe Herstal, qui devient FN Browning, La Libre, 14/06/2024 (lennet d'an 01/06/2026)
- ↑ (fr) Grégoire LORY, Au cœur de l’entreprise belge FN Browning, un discret champion mondial des armes légères, Euronews, 26/05/2025 (lennet d'an 01/06/2026)
