close
Mont d’an endalc’had

Eben

Eus Wikipedia
Eben
BERJAYA
Eben e Yaouank 2019

Bro orin BERJAYA Breizh
Doare(où) kan ha diskan, rock, elektro
Bloavezhioù oberiant Adalek 2018
Label(ioù) Coop Breizh

Izili Marine Lavigne
Sterenn Le Guillou
Sterenn Diridollou
Izili bet er strollad Enora Jegou

Eben[1]([e'be:n]) zo ur strollad sonerien ha kanerezed brezhonek bet krouet e 2019, da-heul un abadenn kinniget e Gouel etrekeltiek an Oriant e 2018[2]. Ennañ ez eus teir c'hanerez hag a azasa kanaouennoù hengounel pe a skriv kanaouennoù er stil-se, a-gevret gant tri soner. Ur strollad kan-ha-diskan eo eta.

Goude o sonadeg kentañ dindan stumm New Leurenn ("Leurenn nevez") o doa kinniget o albom kentañ er gouel Yaouank e 2019. Diwar atiz Gouel Etrekeltiek an Oriant o doa sonet asambles gant ar strollad skosat Sian, ur strollad heñvel gant teir c'hanerez gouezelek a-gevret gant sonerien[2].

  • Enora Jegou : kan (2018-2021, degouezhel)

E 2019 e oa bet embannet un albom kentañ, ennañ dek ton da zañsal[3] :

  1. Paskoù hir ar c'hemener - Polka plinn
  2. An disput - Ton simpl gavotenn
  3. Ar yarig - Tamm kreiz
  4. Gwerz ar Maen - Ton doubl gavotenn
  5. Son an ibil gwer - Rond Landeda
  6. N'eo ket n'ho ti tavarnourez - Kas a barh
  7. Keben - Ton kentañ plinn
  8. War sujed an dimeziñ - Bal plinn
  9. Degemer mat er Republik - Ton diwezhañ plinn
  10. Ar Vretonez vihan - Kost ar c'hoad

En o zouez e kaver tonioù skrivet a-ratozh, evel Keben, un doare da adkontañ istor ar sorserez enebet ouzh Sant Ronan diouzh he sell dezhi, gant un tu benelour kentoc'h. Degemer mat er Republik zo ur grouadenn all diwar-benn talvoudoù Republik Frañs ha penaos e vezont lakaet da dalvezout evit gwir, dreist-holl e-keñver ar repuidi.

E 2025 e oa deuet er maez un eil albom : gant Dinaskañ (anagramm "diskanañ") e sav ar strollad goulennoù ouzh an normoù sokial, ar gevredigezh kozh, evit lakaat ar rakvarnioù da grenañ[4].

  1. Dañs ar bleiz – kelc'h circassien
  2. Dinaskañ – plinn
  3. Eostig kuzh I – fisel
  4. Tremen – mazurka
  5. Eostig kuzh II – fisel
  6. Fulennig – istor
  7. Sorserez an neved – gwerz
  8. Hillig ur pok – valsenn
  9. Douar nevez – plinn
  10. Hent Ahez – plinn
  11. Nevez amzer – kanaouenn

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1 2 Pajenn degemer Eben, Eben. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020
  2. 1 2 (fr) Pajenn Eben, Gouel Etregeltiek an Oriant. Lennet d'ar 17 a viz Ebrel 2020
  3. (fr) CD Eben, Coop Breizh. Lennet d'ar 17 a viz Mae 2020
  4. EBEN, la nouvelle génération bouscule la tradition, NHU.bzh