Degemer
Wikipedia
an holloueziadur digor ha frank, savet gant an holl.
Pennad ar miz

Carl von Linné, pe Carl Linnaeus, a oa mezeg, louzawour ha kelenner e Skol-veur Uppsala e Sveden en XVIIIvet kantved. Gantañ e voe klasket rummata holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae, embannet e 1735. Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar bevien a zo en implij bremañ.
Gant Linné e voe roet da bep spesad un anv resis e latin, savet diwar daou c’her. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit an den. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, evit o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er XVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv, met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.
Ur Protestant deol e oa Linné, ul Lutherad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant Doue. Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket, er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant Charles Darwin. Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.
Bez e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.
Keleier

- 1añ a viz Gouhere : Keiko Fujimori a zo dilennet da brezidantez Perou, ar c'hentañ wech eo ma vije ur vaouez e penn ar vro.
- 24 a viz Even : gant daou gren-douar e Venezuela ez eus lazhet 1430 den d'an nebeutañ ha milieroù a dud zo dianket.
- 24 a viz Even : barrad amzer tomm-gor e kornôg Europa. E Breizh ez eus tizhet meur a daol-dreist temperadurioù, en tu all da 40°C e meur a lec'h.
- 22 a viz Even : Keir Starmer (skeudenn) a ro e zilez diouzh e garg a gentañ-ministr eus ar Rouantelezh-Unanet.
- 21 a viz Even : e dilennadeg prezidant Kolombia eo trec'h Abelardo de la Espriella, eus an tu-dehoù pellañ.
- 11 a viz Even : d'an deiz-se eo padet hiroc'h brezel Ukraina eget ar Brezel-bed kentañ.
- 11 a viz Even : deroù Kib vell-droad ar bed 2026 e Kêr-Vec'hiko.
- 10 a viz Even : marvet eo ar c'haner Manu Lann Huel.
- 7 a viz Even : deroù an trede sizhunvezh manifestadegoù e Albania, a-enep ur pezh raktres savadurioù touristel war enez Sazan skoazellet gant Jared Kushner.
- 4 a viz Even : marvet eo an aozourez bannoù-treset ha sevenerez Marjane Satrapi.
- 31 a viz Mae : arme Israel a ya war-raok e kreisteiz Liban, en norzh d'ar stêr Litani.
A-zivout ar Wiki
- Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek, kit bep an amzer d'ober un dro betek Tavarn ar wikipedourien.
- Taolit ur sell ouzh ar pennadoù nevez-voulc'het gant hor c'henlabourerien ha roit dorn d’o reizhañ, d’o gwellaat, d’o astenn, d’o fonnusaat. Gallout a ra neb a gar degas kemmoù d’ar pennadoù. Sellit ouzh penaos kemmañ ur bajenn, pe c’hoazh ouzh roll ar fazioù stankañ.
- Porched ar gumuniezh: amañ e kavo ar re nevez ar pep retañ da c'houzout
- Roll ar porchedoù: eno e vo kavet pennadoù a bep seurt
Ha gouzout a raec’h ?

- Ar papigod a oa ur sport poblek e Breizh er Grennamzer.
- Marcel Callo a oa marvet e Kamp-bac'h Mauthausen d'an 19 a viz Meurzh 1945 d'an oad a 23 bloaz.
- Charlez VIII (1470-1498), roue Bro-C'hall ha pried kentañ Anna Breizh, a varvas goude bezañ skoet e benn en ur gourin, e kastell Amboise.
- Ar pizzaioù Margherita zo bet anvet en enor da Margherita di Savoia, rouanez Italia etre 1878 ha 1900.
- Biken ne voe echuet an douger-nijerezioù Graf Zeppelin alaman, an hini nemetañ en istor ar vro ha kroget da vezañ savet e 1936.
- Terminator the Second a gont istor Terminator ar Varn ziwezhañ en ur implijout arroudoù eus oberennoù William Shakespeare nemetken.
- Ken strafuilhet e voe Nelly Sachs gant darvoudoù euzhus ar brezel ma tremenas meur a vloaz e bredospitalioù goude an Eil Brezel-bed.
