close
Mont d’an endalc’had

Metropolenn

Eus Wikipedia
Metropolenn
BERJAYA
classification of human settlements
Iskevrennad euskêr Kemmañ
Arvezekistics Kemmañ
Anvet diwartad, kêr Kemmañ
BERJAYA
Mammgêr Naoned gwelet adal an oabl

Ur vetropolenn (a-ziwar metropolis e gresianeg ha metropolis e latin) anvet ivez meurgêr pe mammgêr a vez graet eus ur gêr vras, an hini pouezusañ eus ur rann-vro pe eus ur vro. Emañ e-penn un tiriad dre an nerzh ekonomikel, sevenadurel ha politikel kreñv a vez kreizennet eno. Ouzhpenn da-se an niver a annezidi uhel a zegas ur galloud sujañ war peurrest an tiriad tro-dro.

N'eo ket dre ret kêrbenn ur vro evel New York hag a vez ar vetropolenn vrashañ er Stadoù Unanet padal eo Washington ar gêrbenn.

Gant ur sell ledanoc'h, ur vetropolenn a vez graet eus ul lec'h o kreizenniñ un obererezh, evel Berlin mammgêr ar stil pe Los Angeles meurgêr ar sinema. Tokyo a zo brudet evit bezañ metropolenn ar sezoù sokial (tiez bank, embregerezhioù bras pe embregerezhioù treuzvroadel).

BERJAYA
Lec'hiadur Roazhon Meurgêr da geñver tiriad departamant Il-ha-Gwilun

Gant ur skeul bihanoc'h e vez kaoz eus regiopolis: kreizennoù kêriekaet gant ar memes doare desach a vez adkavet gant ar vetropolennoù brasoc'h met gant ul live lec'hel en ur rann-vro, krouet eo bet an termenadur-se er bloavezh 2006.

Ar bedeladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kreiz liammoù ar bedeladur e vez ar vetropolennoù. Ar bedeladur, ul lusk enframmidigezh etrebroadel savet adal eskemmoù dre ar bed a-fed mennozhioù, luskadoù arc'hant pe marc'hadourezhioù ha sevenadur a implij ar vetropolennoù evel lec'hioù kreizenniñ al luskoù eskemm.

En amzer dremenet metropolis a oa un doare da dermeniñ ur gêr pe ur Stad a oa bet diazezet adal trevadennoù, ar vammgêr a oa ar metropolis al lec'h kreizenniñ ar galloudoù lies war an trevadennoù kement hag al lec'h tremen evit al luskoù etreze. Evit ar Romaned, ur metropolis a oa kêrbenn melestradurel ur proviñs. Evit bed ar relijion, dreist-holl hini an Iliz roman, ur vetropolenn a zo al lec'h pennañ en ur rann-vro.

Kêrioù lies a oa bet krouet gant sevenadurezhioù hen a zo bet gwelet evel metropolennoù bedel ha pouezus o marevezh istorel, dre an niver a annezidi dreist-holl hag o liammoù gant ar bed. Ul lod eus ar vetropolennoù hen-se o deus bet dreistbevet betek an deiz-ha-hiziv hag a chom e-touezh ar c'hêrioù chomet anneziet ar pellañ en istor Mab-Den.

En ur implij muzulioù modern, Roma, a zo gwelet evel ar c'hentañ metropolenn o vezañ bet tizhet ur milion a anneziad tro ar bloavezh 1 hag o kaout peuraozadurioù tisaverezh chomet distremen e-pad kantvedoù.

Dielfennadur ur vetropolenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a vuzul a vez implijet evit gouzout douats hag ur gêr a vez ur vetropolenn pe get:

BERJAYA
Metropolennoù pouezusañ Europa
  • Ret eo kaout ur boblañs uhel, uheloc'h evit tri milion anneziad evit ur vetropolenn bedel. Rannet eo bet ar vetropolennoù etre meur a reoù anezho (kêr vedel, metropolenn europat, metropolenn rann-vro) gant skeulioù disheñvel.
  • Ret eo kavout eno ur c'hreizenniñ galloudoù ekonomikel (skiantoù, sezoù embregerezhioù...), arc'hant, politikel ha sevenadurel.
  • E-penn al luskoù emañ ar vetropolenn da geñver ar greanterezh, reiñ a ra lañs d'an aozadurioù pe d'an nevezintioù war tiriad kêr ha war an tiriad tro-war-dro.
  • E-penn eo d'un aozadur tiriad kêriekaet.
  • E-liamm eo gant ar skeulioù uheloc'h (broadel pe etrebroadel).
  • Desach a ra an douristed, ur brud broadel pe bedel a zo gant ar gêr.
  • Ur rouedad aozadurioù pe skolioù-meur a zo en ur vetropolenn gant obererezhioù ensklask-diorroiñ nerzhus.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.