close
Mont d’an endalc’had

Herve

Eus Wikipedia
BERJAYA Ur pennad Herve (disheñvelout) zo ivez.
BERJAYA
Delwenn sant Herve en iliz Gwimilio.

Herve zo unan eus sent vrezhon ar VIvet kantved.

Mab e vije bet da Houarvian, ur barzh eus Enez Vreizh dimezet da Riwanon, eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e Gwitevede, war-dro 525. Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutañ. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant Urfol, e Plouvien. Goude e studioù e vevas Herve en ur peniti e Treouergad, e-pad ur pennad, gant ur bleiz doñvaet gantañ[1]. Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur manati e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h Lanhouarne, diwar e anv (Houarnev = Herve). Mervel a reas en e vanati e 568 pe 575. Kaset e voe e relegoù da Vrest, e 878, gant aon rak tagadennoù ar Vikinged, ha goude se da Naoned. Kollet e voent da vare an Dispac'h gall.

Bras eo e vrud e Breizh. Patron ar varzhed hag ar sonerien eo sant Herve, rak barzh e oa evel e dad. Gantañ e vije bet savet Kantik ar baradoz[2].

Pedet e vez a-enep kleñvedoù an daoulagad hag a-enep ar bleizi. Enoret e vez e parrez Sant-Herve, e-kichen Uzel, hag ivez e Lanhouarne, e Bro-Leon. Lidet e vez e ouel d’ar 17 a viz Mezheven[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez ar richenn e vije bet debret azen sant Herve gant ur bleiz, pa oa o stlejañ un arar. War urzh ar sant e teuas ar bleiz da gemer plas an azen, da sikour Herve da echuiñ arat an douar.
  2. (fr) Kantik ar baradoz / Jezuz, pegen braz ‘ve, Kan Iliz
  3. (br) Eflamm Caouissin, 17 a viz Mezheven : SANT HERVE, ABAD, Ar Gedour, 17 a viz Mezheven 2023