Franchi

Franchi zo un embregerezh armoù-tan italian ispisializet war an armoù-skoaz. Savet e voe e 1868 e Brescia (Lombardia) dindan an anv Fabbrica d'armi Luigi Franchi. Dibaoe e produ fuzuilhoù flour o c'hanol dreist-holl, ma vefent dreistlakaet, kichen-ha-kichen pe damaotomatek. Tapout a reas brud e 1930 gant e fuzuilh kichen-ha-kichen Montecarlo, ha goude an Eil Brezel-bed e savas an 48 AL (1948), a oa neuze ar fuzuilh damaotomatek skañvañ er bed[1].
Er bloavezhioù 1950 ha 1960 e kreskas an embregerezh. Kregiñ a reas da werzhañ armoù er Stadoù-Unanet, ha lakaat a reas sevel un uzin nevez e Brescia[1]. Ijinañ a reas Franchi armoù-tan evit an armeoù pe ar polis, evel ar bistolenn-vindrailher LF-57, ar fuzuilh-arsailh LF-58 pe ar revolver RF 83. Muioc'h a vrud e tapas er meteier-se gant ar SPAS-12 (1979), ur fuzuilh damaotomatek ha pomp war un dro, e kalibr 12. Homañ a vez implijet gant servijoù surentez ha nerzhioù ispisial un nebeud broioù evel ar GIGN e Bro-C'hall[2].
E 1995 e voe prenet gant an embregerezh italian Beretta[1], hag adalek 2018 e teuas da vezañ perzh er strollad Beretta Holding. Armoù-skoaz evit ar chase a sav hepken hiziv an deiz[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 (it) Chi siamo ?, war lec'hienn Franchi (lennet d'an 02/07/2025)
- ↑ (fr) Le GIGN, l’unité d’élite de la gendarmerie nationale, Defense zone (lennet d'an 02/07/2025)
- ↑ (it) Fucili war lec'hienn Franchi (lennet d'an 02/07/2025)
